LanguageTool a gav fazioù evel ar c’hemmadurioù direizh (ar paotred → ar baotred) hag all, fazioù na vezont ket kavet gant un difazier skrivadurel. Displegañ a ra ar fazioù ha kinnig a ra reizhadennoù a-wechoù. LanguageTool evit OpenOffice/LibreOfice ne gav ket fazioù reizhskrivañ avat. Met posupl eo implijout ur geriadur brezhoneg gant LanguageTool ivez.
Ar restr da bellgargañ a dalvez evit ar brezhoneg hag an holl yezhoù all.
Ezhomm hon eus eus ho skoazell evit gwellaat LanguageTool e brezhoneg. Mennozhioù evit diskoachañ muioc’h a fazioù hoc’h eus marteze? Pe marteze hoc’h eus kavet ur gudenn bennak gant LanguageTool brezhoneg? Skrivit da zDominique Pellé, pe skrivit er forom.
Trugarez d’ar re o deus sikouret da sevel LanguageTool e brezhoneg: Fulup Jakez, Joseph Monfort, Denis Arnaud, Thierry Vignaud, Philippe Basciano-Le Gall, Stefan Carpentier, Pierre Morvan ha Gurvan Parscau.
Ne vefe ket posupl an difazier LanguageTool hep ar geriadur brezhonek Apertium. Trugarez neuze da Francis Tyers ha Fulup Jakez evit o labour gant ar raktres Apertium.
Trugarez ivez d’ar gevredigezh An Drouizig evit ar geriadur brezhonek Hunspell hag a zo implijet evit kavout fazioù reizhskrivañ gant LanguageTool. Diwallit avat: disheñvel eo difazier yezhadurel LanguageTool diouzh hini An Drouizig.
Gallout a rit implijout LanguageTool gant an aotre LGPL.